Petra eo ar CICODES ?

Publié le :

Pal ar gevredigezh zo sevel ha buheziñ raktresoù desavadurezh diwar-benn ar geodedouriezh hag ar c’hengred evit bugale, krennarded hag oadourien yaouank.

An ingalded etre merc’hed ha paotred, ar seksism, an droukziforc’hioù, an harellerezh, ar c’hengred, an ekologiezh hag ar cheñchamantoù hin, ar beveziñ atebek, ar c’helaouiñ hag ar mediaoù, an divroadegoù a vez kavet e-touez temoù an abadennoù santidikaat.
Klask a reomp lakaat an dud da gompren sujedoù kompleks, da vont dreist ar stereotipoù ha raksonjoù ha reiñ c’hoant da gemer perzh e stourmoù evit ar justis, ar c’hengred, an ekologiezh.

Gant skolioù, skolajoù ha liseoù e labouromp hag ivez gant kevelerien eus bed an desavadur hag ar sevenadur (mediaouegoù, tiez an holl, mirdioù).

Savet eo ar gevredigezh e 1983 e Kemper, gant ar soñj kinnig ivez titouroù ha dafar pedagogiezh evit ar re a labour war-dro ar re yaouank (kelennerien, buhezourien).

Levrioù, c’hoarioù ha diskouezadegoù e c’haller kavout en hor greizenn deuliaouiñ.

Kinnig a reomp ivez stummadurioù war hon temoù labour ha kuzuliañ hag ambroug a reomp anezho implijout ar binvioù pedagogiezh.

Kenurzhiañ a reomp ivez darvoudoù santidikaat evel Gouel gwirioù ar vugale e Kemper hag ar festival « ALIMENTERRE » e Penn Ar Bed.