Atalieroù e brezhoneg

Publié le :

Un implijiadez eus ar gevredigezh he deus desket brezhoneg e 2023-2024 gant Kelenn. Abaoe fin ar bloavezh 2024 e kasomp atalieroù e brezhoneg er skolioù, skolajoù ha liseoù divyezhek pe diwan, pe gant tud gour. Gallout a reomp labourat ivez gant kreizennoù-dudi pe mediaouegoù.

Temoù an atalieroù ha raktresoù pedagogel kaset gant ar gevredigezh ez eus :
 temoù liammet ouzh ar bevañ asambles hag ar gwirioù : an ingalded etre merc’hed ha paotred, ar seksism, an droukziforc’hioù, an harellerezh, ar c’hengred, an divroadegoù
 temoù liammet ouzh an ekologiezh hag an cheñchamantoù hin
 temoù liammet ouzh ar beveziñ atebek (ar boued, an dilhad, an niverel)
 temoù liammet ouzh ar c’helaouiñ hag ar mediaoù

Sevel a reomp atalieroù diouzh palioù ha ezhommoù hor c’hevelerien.