Buhezet hon eus un heuliad atalieroù e skol publik Pluguen war tem an ingalded etre merc’hed ha paotred.
Desket o deus petra eo ar stereotipoù jener, eus pelec’h e teuont ha perak eo a-bouez anavezout anezho.
Goude bezañ anavezet gwirioù ar merc’hed hag ar baotred en istor o deus graet anaoudegezh gant buhez Malala Yousafzaï, hag he stourm evit gwir d’an holl da vont d’ar skol.
Diwar an atalieroù kaset gant ar vugale hon eus savet ur c’hoari anvet « War hent an ingalded », savet diwar atalieroù kaset e skol publik Pluguen.
E-kerzh ar c’hoari-mañ e vez kinniget d’ar vugale mont asambles betek bro an ingalded dre 4 prantad :
• Graet e vez un enklask war ar stereotipoù jener el lennegezh da gentañ
• Da heul e vez klasket lezennoù o deus kaset war-raok gwirioù ar merc’hed e broioù all
• Labouret e vez ivez war istor merc’hed o deus stourmet evit gwirioù an holl
• Prederiet e vez er fin war doareoù da respont d’an droukziforc’hioù seksist, er vuhez pemdeziek
Ar raktres-mañ zo bet savet gant skoazell Ministrerezh an Aferioù estren.
