Gwirioù ar vugale

Publié le :

Kinniget en deus ar CICODES un atalier diwar-benn gwirioù ar vugale evit devezh ar brezhoneg e Penn ar bed 2025.

Ur veaj dreistordinal o deus graet asambles, gant malizennoù burzhudus, betek ur vro dianavezet d’an holl betek-henn. Dibabet o deus ar vugale petra ’oa pouezusoc’h dezho, o ezhommoù, ha petra ’oa kentoc’h c’hoantoù.
Prederiet o deus war talgoudegezh ar gwir da gaout un identelezh, ar gwir da vezañ gwarezet ouzh ar feulterioù, ar gwir da ezteurel, ha kement zo. Un doare ivez da adlakaat war wel ar gwir e vefe doujet eus o yezhoù hag o sevenadur.